Song: Daoulagad Kloz
Year: 2015
Viewed: 48 - Published at: 8 years ago

Bemdez, red an amzer, ma c'harantez
Ha ma sonjoù teñval ha ma spioù ivez
Bemnoz, an amzer a dremen diyoul
Hag a spluj ac'hanon un tamm muioc'h 'barzh an toull
Bemdez, bemdez, glav 'ra, ma c'harantez
Feiz ma buhez, em fenn hag em c'halon ivez
Bemnoz, daeroù tomm a ruilh war ma dremm
Daoulagad kloz, 'm eus soñj eus ni hon-daou
Pa valeemp, asambles en ailhenn
Miz Ebrel, skoaz ouzh skoaz an eil
Hag eben, dinec'h ha disoursi
Er straedoù gleborek 'oa o c'hwezhañ 'r velkoni

Er gouloù bleiz, ma-unan en amc'houloù
Souchet en ur gorn o c'hedal fin an deiz
Hunvreal 'ran e treuzen ar mogerioù
Didrouz evel un tasmant en deñvalijenn
Hunvreal 'ran e lezan nijal ma ene kignet 'vel un tan-noz
Diouzh ma bez yen, lec'h ma vrein ma c'horf-eskern
Penaos an diaoul, penaos ober 'vit mont er-maez
Eus ma c'haoued anez en ur soñjal eus ni hon-daou
Pa valeemp, asambles e tommder
Miz-Even, skoaz ouzh skoaz an eil
Hag eben, dinec'h ha disoursi
Diarc'hen war un draezhenn didud en Euskadi
Kablus on da embann, ma c'harantez
Mennozhioù dispac'hus ha disivoud
Eus an diavaez, ne viran, ma c'harantez
Netra 'met ton ur c'han kozh a stourm a ganes hep gouzout
E valeemp, skoaz ouzh skoaz an eil
Hag eben, 'vit ar wech diwezhañ
Asambles, dinec'h ha disoursi
A-raok ma voe laeret ar frankiz diganin

( Tri Bleiz Die )
www.ChordsAZ.com

TAGS :